Erich Ludendorff

Erich Ludendorff

Erich Friedrich Wilhelm Ludendorff (Kruszewnia, anvet Schwersenz da neuze, e rannvro Poznań, 9 a viz Ebrel 1865München, 20 a viz Kerzu 1937) a oa ur jeneral alaman hag ur politiker.

E-pad ar Brezel-bed kentañ en doe ul levezon vras war an doare ma voe meret an arme alaman, gant e gomper Paul von Hindenburg, penn an trede Obersten Heeresleitung pe OHL ("Gourc'hemenn kentañ al lu"). Atebek e oa trec'h Emgann Tannenberg ha botezaj Argadenn an Nevezhañv, hag e oa unan eus an dud a savas damkan an Dolchstoßlegende ("mojenn ar goustilhad ouzh ar c'hein"), da lavaret eo lakaat faezhidigezh ar Brezel-bed kentañ war kein an drevourien, an tu-kleiz hag ar Yuzevien alaman). Adal mare Republik Weimar e kemeras perzh gant al luskad Völkisch ; impleget e voe gant Putsch Kapp hag e 1923 gant Putsch Hitler. Ezel en Deutschvölkischen Freiheitspartei ("Strollad alaman frankiz ar bobl") e voe, ha diazezour an Tannenbergbund ("Kevread Tannenberg").


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search